Enklask war dro maro an den kevrin ~ Enquête sur la mort d'une personne mystère

De GrandTerrier

Bonsbzh.jpg

Quelques mois après son arrivée à Ergué-Gabéric, le recteur Jean EDY enterra notre personne mystère sous le calvaire de Kergaradec, à la sortie du bourg d’Ergué-Gabéric. À vous de découvrir qui était cette personne !

Brezhoneg inside.jpg

Le recteur, les lavandières, les seigneurs du bourg, des garnements surnommés les « Chas ar Vorc’h » et peut-être les korrigans, se sont longtemps rappelés de cette histoire et des indices se cachent encore au bourg. L’inspecteur LALOUPE les a notés sur cette carte.

Réunissez tous les indices et vous en saurez un peu plus sur la personne mystère.

Balade bilingue. Baleadenn divyezhek. Versions française et bretonne proposées par Gaëlle Martin [1] et Jean Billon [2].

Autres lectures : « 1728 - Inhumation hors des lieux saints suite à une mort tragique dans un four à pain » ¤ « Jean Edy, recteur (1727-1747) » ¤ « François-Hyacinthe de la Haye, recteur (1722-1726) » ¤ 

Présentation

Dindan kalvar Kergaradec, e maez bourc’h Erge-Vras e oa bet douaret an den kevrin gant an aotrou person Jean Edy un nebeut mizhvezhioù goude ma oa erru er parrez.

An aotrou person, ar c’hannerezed , aotrouien ar bourc’h, higolennoù anvet « Chas ar Vorc’h » ha korriganed marteze o doa dalc’het soñj ouzh an istor-mañ. An deiz a hiziv e chom kuzhet an titouroù e lec’h-mañ-lec’h ‘ba bourc’h. Lakaet int bet war ar gartenn-mañ gant an enseller FRIFURCH. Dastumit an holl ditouroù hag e c’helliot goût piv eo an den kevrin.

Lakait an titouroù ho po kavet e-barzh an daolenn-mañ :


Titouroù all (6-10-17-19-20) :

 
 
 

Goulakadenn :

 
 
 

Les éléments de réponse sont à inscrire dans le tableau ci-dessous

Autres renseignements (6-10-17-19-20) :

 
 
 

Hypothèse :

 
 
 

Les instructions de chaque étape sont détaillées ci-dessous dans les deux langues, mais le jeu n'est complet qu'avec les indices cachés sur place.

Les étapes bilingues

E BREZHONEG

ChasArVoc'h-01.jpg
1/ Krogit gant an straed-mañ, anv bleun anezhi. N’anaveze ket an den kevrin ar bleun-mañ rak marv e oa-eñ dija pa oa bet degaset ar bleun e Bro-C’hall.
ChasArVoc'h-02.jpg
2/Kendac’hit gant ho hent e penn kleiz an alez-mañ.
ChasArVoc'h-03.jpg
3/Hag en hent bihan-se bremañ.
ChasArVoc'h-04.jpg
4/ D’an tu dehou. E tu-all ar gloued vihan.

A-gleiz diouzhtu dre an hentig bodoù roz-ki en e gostezioù.

ChasArVoc'h-05.jpg
5/War an hent mat emaoc’h ma wellit hemañ.

A-drugarez dezhañ eo roet deoc’h lizherenn gentañ ar gêriadenn e-lec’h ma varvas an den kevrin. Skrivit anezhi er c’hombad 4.

ChasArVoc'h-06.jpg
6/ A-eeun ha d’an tu kleiz ha kit betek ar banell-mañ.


Harzhit ‘ta ! Taolit evezh ! D’ar wezenn-derv vras en tu dehou ez it. Dindan ar wezenn-mañ zo kuzhet un dra liammet ouzh marv an den kevrin.

Petra eo ?

7/ Kit war giz d’ar groazhent hentoù Kerêlou ha Kerdevot.

E-kichen ar c’halvar ma gousk an den kevrin e peoc’h dindanañ emaoc’h.

Sellit pizh ouzh an dudenn kizellet er c’halvar. Treset eo ul lizherenn gant plegoù he dilhad. E anv-bihan an den kevrin emañ al lizherenn-mañ ivez. Skrivit al lizherenn-man er c’hombod 1.

ChasArVoc'h-08.jpg
8/Treuzit straed Kerdevot evezhiek. Eus an dreuzenn gerzherien baleit 60 paz war zu chapel Kerdevot.

Klaskit gwelet ar savadur-mañ dreist ar c’hleuz.


Hag-eñ eo :

  • Maner Pennarun
  • Ti-kêr nevez
  • Maner Lezerge
ChasArVoc'h-09.jpg
9/Kit war zu ar vourc’h adarre. Aes eo an hent. Diskenn a ra.

Treuzit ar straed Kerdévot dre an dreuzenn gerzherien, dirak straed Park ar Groas.

ChasArVoc'h-10.jpg
10/Klaskit er gleuzenn. Amañ en em guzh ene an den kevrin, ur wezh an amzer.

Marteze e vo c’hoant ganti reiñ un titour deoc’h.

Ma c’hoarvez skrivit anezhañ er c’hombod 5.

ChasArVoc'h-11.jpg
11/E lein ar bed emaoc’h. Menez ar Vorc’h eo. 78 m uhel.

A-eeun bremañ gant an hent-mañ.

12/Straed ar boked kabussin.

Eus lein « Erge-vras » sellit ouzh « Kemper vihan » an draonenn !

77 traonenn zo en Erge-Vras e vez lâret. Lamit 17 diwar an niver-mañ hag e kavit e pe oad e oa an den kevrin pa varvas. Lakait an niver-mañ er c’hombod 3.

ChasArVoc'h-12.jpg
Kit d’ar poull-kannañ en ur vont gant hent Garn ar Gosker e traon ar straed, d’an tu kleiz.

13/ Gant benviachoù kannerezed o deus c’hoariet « Chas ar vorc’h ».

Klaskit anezhi a-hed an hentig-don ha sellit pizh outi evit goût ma n'eus ket bet kuzhet un nebeut titouroù enni. Kit d’ar poull-kannañ.

Ma ‘peus kavet titouroù skrivit anezhe er c’hombod 1.

14/Anavezet mat eo ar c’hannerezed evel flaperezed eus ar c’hentañ.

Dont a rit a-benn da dapout un nebeut titouroù digante ma selaouit mat anezhe.

Komz a reont war degouezh an deiz ha gouest int da zerc’hel soñj eus an deiz eo marv an den kevrin.

Pevare e oa ?

  • LXXVII
  • XXIX
  • XLIV

Skrivit ar respont er c’hombod 5.

15/ E peseurt stêr e skuilh an dour o tont e maez eus ar feunteun hag ar poull-kannañ ?

Roet eo bet anv ar stêr-mañ d’ur straed tal-kichen ar poull-kannañ.

Skrivit al lizherenn e kreiz an anv er c’hombod 1.

16/ Kit d’an iliz.

Klaskit ar blakenn lizherennoù aourek warni.

Skrivet zo un deiziad warni. Lamit 1 diwarnañ hag e kavit bloaz marv an den kevrin mod-se.

Skrivit anezhañ er c’hombod 5.

17/ Gant ar c’hoant gounid en doa marvet an den kevrin ?

Kit betek gwerenn-stal an oferbrerezh ha digorit ar c’houfrig.

18/Pe anv eo ar savadur bras tal an iliz hag a zo aes da anavezout a-drugarez d’e doen dezhañ e-unan ha d’e borched ?

En anv bihan an den kevrin emañ an eil lizherenn e anv.

Skrivit anezhi er c’hombod 2.

ChasArVoc'h-19.jpg
19/Kendalc’hit ho klask en ur vont dre blasenn Jean Moulin da gentañ ha straed Yvon Benoît da c’houde.

Ma welit an dra ruz-mañ (e penn straed Yvon Benoît) e talv emaoc’h gant an hent mat.

Ma vije bet anezhi e koulz en den kevrin e vije bet un dra talvoudus dezhañ.

ChasArVoc'h-20.jpg
20/Gant an hentig geot hag e-biou ur maner ez it.

Skrivet eo e anv ouzh ur panel.

Gellet ‘vije bet c’hoarvezout marv an den kevrin er maner-se abalamour d’an dra-mañ :

Petra eo neuze ?

21/Un tammig en traon, a-zehou, war Hent ar Vered e pakit hent an Dourig.

Anv ar stêr bihan eo an Dourig. Lamit al lizherenn gentañ hag an hini ziwezhañ diwar an anv-mañ hag e kavit anv familh an den kevrin.

Deoc’h-c’hwi da lakaat al lizherennoù en urzh reizh en-dro (kombod 2) .

Eienenn an Dourig a zo e douaroù an ti ‘peus gwelet er prantad 8.

22/ Ar gorriganed eo ar re a zo kablus eus ar marv an den kevrin ?

‘pezh zo, ar re-se a oar pelec’h e oa c’hoarvezet an traoù. E diskan o c’hanaouenn eo kuzhet anv al lec’h.

Skrivit al lizherennoù livet er c’hombod 6.

Dalc’hit soñj ‘poa kavet al lizherenn abaoe prantad 5 dija !

23/Pa vo kavet ganeoc'h ar respont da vezañ skrivet er c’hombod 4, heuliit ar rubaliz betek al lec’h-se, war vord an Dourig.

ChasArVoc'h-23a.jpg

EN FRANÇAIS

ChasArVoc'h-01.jpg
1/ Partir par cette rue qui porte le nom d’une fleur que la personne mystère n’a sans doute jamais vue car elle fut introduite en France après son décès
ChasArVoc'h-02.jpg
2/ Continuez par cette allée, au fond à gauche
ChasArVoc'h-03.jpg
3/Puis prenez par-là,
ChasArVoc'h-04.jpg
4/Prenez par-là, sur la droite, vers les barrières

Puis tout de suite à gauche, le petit chemin avec des églantines.

ChasArVoc'h-05.jpg
5/Si vous voyez celui-là, vous êtes sur la bonne voie !

Et il vous donne la 1ere lettre du nom du village où la personne mystère a trouvé la mort. Inscrivez la donc dans la case 4.

ChasArVoc'h-06.jpg
6/Tout droit puis à gauche et allez jusque-là :


Au stop, partez prudemment à droite et allez jusqu’au grand chêne que vous apercevez. Sous le chêne, se cache un objet qui a un rapport avec la mort de la personne mystère.

Quel est cet objet ?

7/retournez sur vos pas et rendez-vous au carrefour des rues de Kerêlou et de Kerdévot.

Vous voici près du calvaire sous lequel repose la personne mystère.

Observez le personnage sculpté sur le calvaire. Les plis de son habit, de face, forment une lettre présente dans le prénom de la personne mystère. Inscrivez cette lettre case 1.

ChasArVoc'h-08.jpg
8/Traversez prudemment la rue de Kerdévot et à partir du passage piétons, faites 60 pas sur votre droite en direction de la chapelle de Kerdévot.

Essayer d’apercevoir ceci par-delà le talus.

Est-ce :

  • Le manoir de Pennarun
  • La nouvelle mairie
  • Le manoir de Lezergué
ChasArVoc'h-09.jpg
9/ Repartez en direction du bourg. Chic, ça descend !

Traversez au passage piétons devant la rue de Park ar Groas.

Maintenant, suivre la flèche, c’est par là ! (Rue de Garn ar Groas Var)

ChasArVoc'h-10.jpg
10 / Cherchez le creux de cet arbre. L’âme de la personne mystère s’y cache parfois.

Peut-être vous donnera-t-elle un indice.

Dans ce cas, inscrivez-le case 5.

ChasArVoc'h-11.jpg
11/ Vous êtes sur le toit du monde ! Menez ar Vor’ch (la colline du bourg, environ 78 m d’altitude).

Continuer tout droit par la rue qui porte son nom.

12/Rue des Capucines. Du haut du « Grand Ergué », contemplez le « Petit Quimper » dans la vallée !

On dit qu’Ergué-Gabéric compte 77 vallées !

Enlevez 17 et vous obtiendrez l’âge de la personne mystère à son décès. Inscrivez le case 3.

ChasArVoc'h-12.jpg
Maintenant, rejoignez le lavoir en passant par le chemin de Garn ar Gosker en bas de la rue, à gauche.

13/Les gamins du bourg (la bande des Chas ar Vorc’h) ont joué avec le matériel des lavandières.

Retrouvez-le long du petit chemin et observez s’il ne cache pas quelques indices puis rendez-vous au lavoir.

Si vous en trouvez, inscrivez-les dans la case 1.

14/Les lavandières ont la réputation d’être des commères !

Vous réussirez peut-être à obtenir d’autres renseignements en les écoutant.

Elles commentent souvent l’événement et se rappellent le jour du mois où est morte la personne mystère :

C’était le :

  • LXXVII
  • XXIX
  • XLIV

Inscrivez l’information obtenue dans la case 5
 

15/ Dans quelle rivière coule l’eau provenant de la fontaine et du lavoir ?

Une rue près du lavoir porte son nom

Inscrivez la lettre du milieu case 1

16/Rendez-vous à l’église

Trouvez une plaque au mur avec des lettres dorées

Elle porte une date. Enlever 1 et vous obtiendrez l’année où mourut le personnage mystère.

Inscrire le résultat case 5

17/ Est-ce l’appât du gain qui a tué la personne mystère ?

Allez jusqu’à la vitrine de pièces d’orfèvrerie et ouvrez le coffret.

18/Comment s’appelle le grand bâtiment en face de l’église qui se reconnaît grâce à son toit particulier et à son porche ?

La 2ème lettre de ce mot se trouve dans le prénom de la personne mystère.

Inscrivez-la case 2.

ChasArVoc'h-19.jpg
19/ Continuez votre enquête en partant par la place Jean Moulin puis la rue Yvon Benoît.

Si vous voyez ceci, au bout de la rue Yvon Benoît, vous êtes sur la bonne voie. Et cela aurait pu être utile à la personne mystère !

ChasArVoc'h-20.jpg
20/Vous prendrez le petit chemin en herbe le long de la rue du Cimetière et passerez devant un manoir. Une pancarte indique son nom.

La mort de la personne mystère aurait pu survenir dans ce manoir en raison de la présence de ceci. Qu’est-ce que c’est ?

21/Rattrapez maintenant le chemin du Douric, un peu plus bas, à droite, toujours sur la route du Cimetière.

Le Douric est le nom du ruisseau qui coule en contrebas. Enlever la 1ere et la dernière lettre et vous obtiendrez le nom de famille de la personne mystère !

A vous de mettre les lettres dans l’ordre (case 2) !

Le Douric prend sa source sur les terres du bâtiment que vous avez aperçu à l’étape 8

22/ Les korrigans sont –ils responsables de la mort de la personne mystère ?

En tout cas, ils savent où cela s’est passé. Le nom du lieu est caché dans leur refrain.

Inscrivez les lettres coloriées dans la case 6. N’oubliez pas que vous avez déjà la 1ere lettre depuis l’étape 5 !

23/ Une fois que vous aurez la réponse à inscrire dans la case 4, suivez la rubalise jusqu’à cet endroit au bord du Douric :

ChasArVoc'h-23a.jpg

Annotations

  1. Gaëlle Martin est la responsable patrimoine de la ville d'Ergué-Gabéric. Elle a à son actif des colletages d'anciens versés au fonds Dastum, les premiers cahiers Keleier de l'association Arkae, des actions de revalorisation du patrimoine (statues de St-André, vitrine d'orfèvreie religieuse), des expositions (restauration du retable de Kerdévot, Ergué de l'an 1000), des animations avec les enfants sur le thème du patrimoine, des concerts à Kerdévot ou St-Guinal, les ouvertures et visites des édifices classés, ...
  2. Jean Billon est natif de Balanoù en Ergué-Gabéric. Autodidacte, depuis de nombreuses années, il s'est formé au chant, qu'il soit dansé ("kan-ha-diskan" pour l'animation de fest-noz avec ses compère Christophe Kergourlay ou Guy Pensec) ou mélodique ("gwerz"), principalement en langue bretonne. Dans son répertoire on trouve notamment les chants de la chanteuse gabéricoise Marjan Mao, notamment « Ar Gemenerez hag ar Baron » et « Ar breur mager ». Fin juillet 2019, au concours de chants organisé par l'association Dastum à Quimper, il a été récompensé du 1er prix dans la catégorie Mélodie.



Tamponsmall2.jpg
Thème de l'article : Le breton gabéricois Création : Mars 2019    Màj : 3.08.2023