Kemperiz e Kerzevot, Quimpérois à Kerdévot, Feiz ha breiz 1870 - GrandTerrier

Kemperiz e Kerzevot, Quimpérois à Kerdévot, Feiz ha breiz 1870

Un article de GrandTerrier.

Jump to: navigation, search
Catégorie : Gazettes
Site : GrandTerrier

Statut de l'article :
  Image:Bullorange.gif [Développé]
§ E.D.F.

Un compte rendu de pèlerinage de Quimpérois à Kerdévot, publié le 1er août 1870 dans Feiz ha Breiz [1], le journal en langue bretonne de l'évêché de Quimper et de Léon.

Autres lectures : « Pardonerien e Kerdevot, Pardon à Kerdévot, Feiz ha breiz 1871 » ¤ « Le pardon de ND de Kerdévot » ¤ « Pèlerinage à Notre-Dame de Kerdévot, l'Impartial du Finistère 1871 » ¤ « 1867-1872 - Tirage au sort, exonération et remplacement au service militaire » ¤ « Un peintre "persona non grata" à Kerdévot, Le Quimpérois 1842 » ¤ 

[modifier] 1 Présentation

Cet article, rédigé en langue bretonne, est particulièrement intéressant à cause du contexte de la guerre prusso-française. Il est signé « Ur C'hrouadur da Itron Varia Kerzevot » (Un enfant de N.D. de Kerdévot).

Le post-scriptum G.M., désigne probablement Goulven Morvan [2], le directeur et rédacteur en chef de « Feiz ha Breiz » (Bretagne et Foi).

L'article débute et s'achève par cette formule « Savetaet eo ar Frans » (la France est sauvée) qui sonne comme une incantation car, au 1er août 1870, la guerre contre les Prussiens est loin d'être achevée. Elle est sauvée par la foi et l'ardeur des pèlerins de Quimper à Kerdézot, le 20 juillet, ce jour où le général Joseph Vinoy [3] gagne une bataille en infligeant des pertes importantes au VIe corps d'armée prussien de Wilhelm von Tümpling (de).

En avril et mai 1871 une nouvelle procession et un pardon seront organisés pour célébrer le retour des soldats, et les journaux « L'impartial du Finistère » et « Feiz ha breiz » publieront de nouveaux articles, respectivement en français et en breton.

 
« Foi et bretagne, des nouvelles de chaque pays, des leçons sur toutes choses, publiées le samedi pour les chrétiens parlant le breton »
« Foi et bretagne, des nouvelles de chaque pays, des leçons sur toutes choses, publiées le samedi pour les chrétiens parlant le breton »


[modifier] 2 Transcription

Scrifa a rer deomp euz an Erge-Vraz, pe Erge-Gaberic

KEMPERIZ E KERZEVOT

Savetaet eo ar Frans ! ! Setu komzoù ur vamm gristen d'he bugale, pa zistroas eus Kerzevot, an ugent eus ar miz-mañ. Savetaet eo ar Frañs ! ! pa 'z omp deut pelloc'h da grial war-zu an Itron Varia.

Petra 'zo bet eta a-nevez e Kerzevot an ugent eus ar miz-mañ ? Petra ? Un dra gouest da roiñ fizians d'ar re o deus kazi he c'hollet. Ur gerik eta eus an deiz kaer-se.

Kemperiz, spontet eus koll-war-goll hor soudarded, glac'haret e goueled o c'halon eus distruj o bugale, o broïz, 'zo en em zastumet e treid an aoterioù, o deus leuniet bemnoz iliz Sant Kaourintin, 'zo daoulinet niverusoc'h evit biskoazh evit degemer o Doue, o deus klasket a-bep-tu bennozh an neñv, hag an neñv a seblante chom atav bouzar d'o fedennoù.

Neuze un nebeut Itronezed, ken anavezet dre o renk uhel, 'zo deut da soñjal e oa Kerzevot chapel muiañ karet an Itron Varia er vro-mañ. Deut zo dezho da soñj oa Itron Varia Kerzevot he devoa lakaet da ehan ar vosenn en Eliant hag er c'harter tro-war-dro, meur a gantved 'zo. Deut 'zo dezho da soñj e kavet c'hoazh e buhez, tud pareet dre vurzhud er chapel santel-mañ : ur plac'h d'eus Edern, mud eizh vloaz a oa, a reseve enni ar gomz deiz ar pardon bras, dirak meur a vil den, er bloaz 1849. - Un all mac'hagnet a-viskoazh a reseve ar c'herzhed - Kalz re all, meur a c'hras n'o devoa meritet nemet dre o fisiañs vras er Werc'hez. Petra 'ra 'ta Itronezed Kemper ? En em ouestlañ a reont da vont da bardonañ d'ar Gerzevot ha da lakaat laret eno un oferenn 'vit holl soudarded ar Frañs.

War an eur, holl Kemper a zesk ar ouestl gant ar brasañ laouenidigezh ; heb dale gant arc'hant an oferenn 'zo dastumet tremen pevar ugent lur 'vit ar chapel. Aotrou Person Sant Kaourintin pehini en e holl visionoù, n'en deus biskoazh disoñjet prezek d'e vreudeur ar garantez evit ar Werc'hez, a embannas, e pron an oferenn bred ar ouestl o devoa graet e baresioniz da vont da bardonañ d'ar Gerzevot d'ar meurzh, ugent eus ar miz.

D'ar meurzh, da bemp eur diouzh ar mintin, Kemperiz 'zo war droad. D'eus a-gichen kroaz an ospital, lec'h asinet 'vit en em gaout, e kerzhont peb hini en e vandenn, war-zu an Erge Vras, o chapeledoù etre o daouarn.

Ne gomzan ket deoc'h d'eus aezhenn fresk ar mintin, d'eus an teir lev a oa d'ober araok degouezhout er Gerzevot, d'eus sioulded an holl, d'eus oad vras kalz Itronezed deut eus ar ger war yun. an hast o devoa holl da welet Kerzevot a reas dezho disoñjal pep poan.

 

War-dro seizh eur hanter, kalz pardonerien a degouezh, gwiskañ reer an oferenn gentañ, hag an iliz frank da nav c'hant den 'zo dija re vihan. Pep unan e chapeled en e zorn, kalz ur piled war alum en dorn all, holl daoulinet war ar maen, holl e stagont o daoulagad war imaj an Itron Varia, pe war an Aoter-se heb he far en eskopti Kemper. Tremen kant den a resev o Doue en oferenn-man, hag a-vec'h achuet mar klever, dre bevar c'horn ar chapel, saludiñ an Itron Varia dre ar c'haerañ kanaouenn. Ya, e gwirionez ar c'han a oa un triomphl, hag evit ar wech kentañ em buhez, ez on bet diblaset da grediñ e c'haller er vro-man, kanañ 'vel e broioù all ken brudet dre o c'hanaouennoù flour. Holl e seblantemp dija trec'h d'hon enebourien, e seblantemp kaout etre hon daouarn buhez an diwezhañ prusian.

Da nav eur hanter pa wisker an eil oferenn, (oferenn evit ar soudarded ), den ne c'hall mui daoulinañ er chapel hag an daou c'hant den a dostaas 'vit degemer o Doue, na dostajomp nemet gant kalz poan. war fin an oferenn-mañ, evel p'hon dije a-neuze bet hon holl goulennoù e kanjomp a-greiz kalon ar Magnificat, ar c'hantik dudius-se lezet etre hon daouarn gant hor mamm hec'h-unan. A-neuze ne glevfec'h mui, kazi ar rest eus an deiz, nemet kanaouenn er chapel.

An trizek pe pevarzek kant den, deuet d'ar Gerzevot, en em dennas nebeut-a-nebeut, o c'halon laouenaet, war c'hed 'vel lare unan eus Itronezet Kemper, war c'hed, 'vit an deiz-se memes eus ur c'helou mat bennak.

Ar c'helou mat 'zo deut hep dale. Korf arme ar prusian Fritz 'zo bet dispennet gant hor jeneral Vinoy [3], en deiz memes ma teuas Kemperiz d'ar Gerzevot.

An Itron varia a selaouas en deiz-se he bugale, na ehano mui d'o selaou ken na zeuio da vezan gwir ar c'hri leun a feiz d'eus ur vamm gristen d'he bugale en distro d'eus Gerzevot. Savetaet eo ar Frans, pa 'z omp deut pelloc'h d'en em droiñ war-zu an Itron Varia.

Ur C'hrouadur da Itron Varia Kerzevot.

D'ar seizh war 'n ugent eus ar miz, ez eus bet e Kerzevot, ur pelerinaj kalz c'hoazh kaeroc'h eget d'an ugent. D'ar meurzh 20 a viz gwengolo ne voa nemeur nemet Kemperiz ; d'ar meurzh 27 e voa ouzhpenn-se tud an Erge Vras hag ar parrezioù diwar-dro. Bez' e voa eno en deiz-se etre tri mil ha pevar mil bardoner, hag ez eus bet etre pemp ha c'hwec'h kant komunion.

G.M. [2]

[modifier] 3 Traduction française

On nous a écrit de Grand-Ergué ou Ergué-Gabéric

DES QUIMPÉROIS À KERDÉVOT

La France est sauvée ! ! Voilà les propos d'une mère chrétienne à ses enfants, du côté de Kerdévot, le 20 de ce mois. La France est sauvée ! ! Alors qu'on implorait Notre-Dame Marie.

Que s'est-il passé de nouveau à Kerdévot le 20 de ce mois ? Quoi donc ?

...

 

Sur place, à 7 heures et demi, de nombreux pardonneurs ...

...

De bonnes nouvelles arrivent sans tarder. Le corps d'armée du prussien Fritz a été décapité par notre général Vinoy [3], le jour même où les quimpérois sont venus à Kerdévot.

...

Un enfant de Notre-Dame de Kerdévot.

...

G.M. [2]

[modifier] 4 Coupures de presse

[modifier] 5 Annotations

  1. « Feiz ha Breiz » est le premier journal hebdomadaire en langue bretonne, qui fut fondé par l'Evêque de Quimper et parut de 1865 à 1884, puis de 1899 à 1944, et enfin depuis 1945. De 1865 à 1874 la direction et rédaction furent assurées par l'excellent bretonnant Goulven Morvan, originaire de La Forest Landerneau. Feiz ha Breiz reparait après la guerre en 1945 sous le nouveau titre de « Kroaz Breiz, puis renommé en « Bleun-Brug ». [Ref.↑]
  2. Yves-Goulven Morvan est originaire de La Forest Landerneau où il est né le 12 décembre 1819. Ordonné prêtre en 1851, il fonde en 1865 Feiz ha Breiz, une revue en langue bretonne. D'abord recteur de Kerrien (1851), Brasparts (1854), Plouigneau (1859) puis du Trehou (1861), il est appelé à Quimper par Mgr Sergent pour y fonder et diriger un hebdomadaire catholique tout en breton, destiné au clergé, aux paysans instruits et à la bourgeoisie des villes : Feiz ha Breiz. Il s'y consacre de 1865 à 1874 (moins un intermède comme recteur de Penharz d'avril 1869 à février 1870), rédigeant seul, si l'on en croit MM. Le Dû et Le Berre, "la majeure partie des 550 numéros qui parurent entre 1865 et 1874". [Ref.↑ 2,0 2,1 2,2]
  3. Joseph Vinoy (1800-1880) est un général et sénateur du Second Empire, grand chancelier de l’ordre national de la Légion d’honneur. Il participe à la guerre de Crimée, au siège de Sébastopol (bataille de Malakoff) en 1859. Ayant atteint la limite d'âge, il se retire du service actif en 1865, et est nommé Sénateur ; mais lorsqu'éclate la Guerre franco-prussienne de 1870, il est rappelé à la tête du XIIIe corps d'armée. [Ref.↑ 3,0 3,1 3,2]


Thème de l'article : Coupures de presse relatant l'histoire et la mémoire d'Ergué-Gabéric

Date de création : octobre 2006    Dernière modification : 25.08.2016    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]