Pardonerien e Kerdevot, Pardon à Kerdévot, Feiz ha breiz 1871 - GrandTerrier

Pardonerien e Kerdevot, Pardon à Kerdévot, Feiz ha breiz 1871

Un article de GrandTerrier.

Jump to: navigation, search
Catégorie : Gazettes
Site : GrandTerrier

Statut de l'article :
  Image:Bullorange.gif [Développé]
§ E.D.F.

Un compte rendu du pardon de Kerdévot, publié le 13 mai 1871 dans Feiz ha Breiz [1], le journal en langue bretonne de l'évêché de Quimper et de Léon.

Autres lectures : « La photo sur carton des pardonneurs de Kerdévot dans les années 1880 » ¤ « Kemperiz e Kerzevot, Quimpérois à Kerdévot, Feiz ha breiz 1870‎ » ¤ « Le pardon de ND de Kerdévot » ¤ « Pèlerinage à Notre-Dame de Kerdévot, l'Impartial du Finistère 1871 » ¤ « 1867-1872 - Tirage au sort, exonération et remplacement au service militaire » ¤ « Un peintre "persona non grata" à Kerdévot, Le Quimpérois 1842 » ¤ 

[modifier] 1 Présentation

Cet article sur les pardonneurs [2] de Kerdévot, rédigé en langue bretonne, est particulièrement intéressant à cause du contexte de la guerre prusso-française. Il est signé des initiales L.B.

On y apprend que ce pardon du 4 mai 1871 à Kerdévot, tout comme le pèlerinage du 4 avril 1871, célébrait le retour des soldats français. Une plaque de marbre blanc fut élevée avec une inscription dont la traduction est : « Marque de reconnaissance éternelle à N.-D de KERDEVOT pour l'assistance Qu'elle a daigné donner A nos soldats, engagés, Et mobilisés, 1871 ».

 


[modifier] 2 Transcription

Eur pardoner, bet e chapel Itron-Varia Kerdevot d'ar 4 euz ar miz, a scrif deomp kement-ma :

Pardonerien bet e Kerdevot d'ar 4 a Vae 1871

Caret a rant, d'an deiziou kenta euz an nevez amzer, pa gomans an traou sevel a nevez, da vintin pa veler an heol o sevel adren ar meneziou, caret o ran taleur va zell var hor prajeier, var hor parkeier leis gant ar gliz ; caret a ran mont, eur vaz ganhen em dorn, da vale dre venodennou hag heutchou doun Kerne. D'ar mara-ze e lavarfet e vese dousoc'h trouz ar goaziou o redek dindan ar geot glaz, e ve caeroc'h ha dudiusoc'h kanaouennou al labouset. Hogen bez'ez euz en nevez amzer derveziou e pare e cafet e ve an douar caeroc'h c'hoaz, e ve an heol skedusoc'h, an ear iac'hoc'h ha muioc'h a vuez enha. An derveziou-ze eo ar rce ma zeomp, epad dmis Mari, da bardena da unan bennag euz he chapelou benniget ; neuze an oll moueziou-ze euz an natur a zao pephini en he iez, hag en em laca a unan gant hon hini evit kana gant laouenedigez, esperans, carantez : meuleudi da Zoue, carantez d'he vam ar Verc'hez.

Ar pevar a vis Mae a zo bet evit Ergue-Gaberie, ar meziou divardro, ha zoken evit meur a zen devot euz a Gemper, unan euz an derveziou-ize a laouenidigez, dudius d'ar galon, hag a zalc'her sonch anezho pell. Ferkent ha goulou deiz e volet o tisken divar an tergin zo en dro da chapel Itron-Varia Kerdevot, aleiz a vandennon pardonerien. 0ll e teuent sioul, didrouz, o sonjal en ho mam a zeant da velet, ha lod o lavaret caloneg ar chapelet. Tud iaouang ha re goz, mamou ha merc'hed iaouang a ioa en em glevet d'en em gaout eno digaset gant ar feiz, evel pa na rajent nemet eun tiad tud. Bez'e voant mipien bet pell er meaz euz a ho zad, lamet digant ho c'herent evit mont da eur brezel criz, hag a iea da Gerdevot da drugarecat ho mam euz an env d'ho beza digaset adarre da gaout ho mam euz an douar ; bez'e voant mamou christen hag a iea da drugarecat Mari da veza betevit ho bugale kement a garantez evel o deuz ho unan.

Da c'huec'h heur cloc'h ar chapel a zigor ar gouel o sini evit an oferen ganta. Ep dale ar chapel a ioa re vihan an oll bardonerien, kement oa an niver anezho. Lod en em starde oc'h an daol santel, lod alume piledou en hcnor d'ar Verc'hez, lod all, daoulinet var leuren an iliz a bede gant leiz. Eun eil oferen a voue da seiz heur anter, eun drede da eiz heur, hag ingroez ato, pardonerien nevez a deue eleac'h ar re a iea kuit, hag oll e pedent gant kement a feiz hag a zevosion !

Da nav heur a zea eur bedervet oferen da gommans pa voue clevet euz an ilis moueziou cre ha groz o tostaat en eur gana himn benniget ar Verc'hez : Ave Maris stella. Pardonerien nevez eo a deue da c'houlen, er chapel dija re eak evidomp, eur plasig en hon touez evit pidi ganeomp ha diskuez ive da Vari ho c'harantez hag ho anaoudegez vad.

An tadou a gompagnunez Jesus, a Gemper, o deus brema en ho zi cun nebeut soudardet gouliet, hag an dud-ze bet mac'hagnet er vrezel skrijuz on eus bet, eo o doa goulennet dont da gemeret perz er pardon-ne e giz Breiz. Dont a reant eur banier eu ho raog, hag imach sant Joseph douget var ho diouscoas.

Buan e voue great plas d'ar vugale calonek-ze da Vari, pere en em lakeaz adarre gant ho diskan dudius : Ave Maris stella. Goude ar gorreous e canjont ar Magnificat, ar c'hantik-ze a anaoudegez vad lezet gant Mari en heritach d'ar gristenien anaoudek. — la, tud iaouank, canit a vouez huel, canit a greiz ho calon ; ar c'han-ze a ziskuez ho feiz hag ho tevosion. Ar c'han-ze eleac'h ma lakit hoc'h oll ene, en deus great vad din, beveat en deus va feiz, roet en deus din eun heur a laouenidigez dudious meurbet ; ha gouzont a ran o deus meur an hini all santet ho c'halon tomet evel va hini-me, rak daelou dous a zo diredet euz a veur a zaoulagacl. D'ar moueziou-ze cre ha groz, o cana ho c'hantig a anaoudegez vad, e responte moueziou all dousoc'h hag ive ken devod, moueziou merc'hed, ive bugale da Vari, ha gozig oll euz a vreuriez ar plac'hed iaouang a Gemper.

Goude an oferen e voue great prosesion. Aotrou Person an Ergue-vraz en doa bet zur zonch euz ar re vella, o lacat soudarded enken, mobilet ha mobilizet, da da zougen an oll anseignon hag an imachou. Eur blijadur oa guelet ar fouge a ioa enho o vont da gregi en anseignou-ze. Buan e voue guelet pemp pe c'huec'h banier, diou groaz, eun niver braz a c'hitoniou, hano ar Verc'hez varnezho, dispaket en avel. Ne vije ket bet sounnoc'h ho fenn gantho var eun dachen vrezel, n'o divije ket cavet honoraploc'h beza o tifen eur gaer pe o tioual eur prins ; rak anaout a reant ar privilach a reat dezho, gonzout a reant e reant ama dreist oll eur c'hard a henor, gard a henor ho mam hag ho difennourez oll-c'halloudek. Neuze a teue imachou sant Joseph hag ar Verc'hez douget ive gant soudardet. Evit serra ar brosesion e teue eun ofrans anaoudegaz vad, eur prezant kinniget da Itron-Varia Kerdevot. Ar zonch da ober ar prezant-zo a ioa dent da unan bennag a dud devot Kemper, ha kerkent oa bet caset da benn. Eur planken marbr guenn eo, kizellet varnezhan a lizerennou aour ar c'homzou-ma evelen :

 

+
Merk a Anaoudegez vad
da
I.-V KERDEVOT
Evit ar skoazel
E deus teurvezet rei
D'hor Soudardet, Mobilet,
Ha Mobilizet.
1871.

An ofrans-ze a doue euz ar galon, bez'ez eo prezant guir vugale d'ho mam. 0 valet ar respet braz a ziskueze an oll oc'h heuilla an testeni-ze a garantez, an doare ma sellent outhan, o velet ive pe ger c'hoek e responte ar zoudardet d'al lithaniou : Ora pro nobis, pedit evidomp, e voc'hanat eo ar galou en devoa muia perz an ofrans-ze, hag ep mar Mari e devezo great eun digimer mad dezhan.

Araok ma zeaz ar prosesion er chapel, an aotrou Lezeleuc, vikel vraz a Gemper hag a ioa e penn or bardorien, a-reaz eur brezegen ver ha c'hoek eleac'h ma roe da anaout ar santimanchou a ioa en oll galonou. Caret em bije gallout lavaret deoc'h he gomzou entanet ha leun a feiz. - Pe hano, emezhan, a roin me d'an deis-ma ?hag ho c'hervel a rin-me deiz alt laouenedigez, deiz an anaoudegez vad, deiz an distro ? ia, ep mar an hanvou-ze a zo guir ; guell e guell e cavani gouscoude rei dezhan eun hano all a gavan guirroc'h c'hoas, dervez ar mamou ».

Ia, tud iaouank, meur o vech marteze araog hirio ho mamou mad a zo deur da bidi evidoc'h guerc'hez Kerdevot ; pa zejoc'hl en hent, e creiz an anken, e teujont ganeoc'h hag en ho lec'h ; divezatoc'h pa voac'h e Paris pe var an tachennou brezel var var da goll ho puez o tifen ho pro, e pedent sioul evit ho mipien a ioa pell dionth ; hogen neuze edo dervez an aoun, an anken, dervez ar beden birvidik; hirio ez eo, evitho dreist oll, dervez al laouenidigez hag an anaoudegez vad.

Santez Monica, a zo be gouel Idrio, a dremenaz ar rest euz he buez o trugarecat Doue da veza distroet he map Augustin outhan ; ho mamou ne huanad diveza, da drugarecat Mari da veza digaset ho mipien en dro d'ar gaer.

Mes ha fallout„ a ra deoc'h lacat ho laouenedigez da 9.0 Man? prometit hirio a zevri, dirag ho kerent hag ho mignonet en em zestumet evit trugarecat Mari ganeoc'h, dirag ac mean, ar goestl-ze a roit evit merk euz hoc'h anaoudegez vad e kenver I.-V. Kerdevot ; prometit e talc'hot mad da feiz coz ar vretoned, d'ho Toue, d'ar Verc'hez santel. Ah! ar vretoned ! ... Tud ep feiz na Doue o deus credet, va bugale, teleur an dismegans deoc'h en hospizach o tont epad ar vrezel-ma, d'ho leshenvel ar bederien ! Mad ! pederien ; oh ia, ni on ens gouezet kementse, hag on eus fouge ganeoc'h ; ha c'hui ive, ha ne ket-ta ? a zo fouge enhoc'h a gementse hag a bromet beza ato pederien calonek. la, ato or feiz coz a reno e Breiz, ato chapelou I. V. Rumengol, I. V. Folgoat, I. V. Kerdevot a velo enn niver braz a bardonerien o tout dezho.

Seta an diveza tra en deus reketet ar prezeger, en eur rei he vennoz d'ar re her silaoue, - Ha ni ivez hennez eo an diveza sonch on eus digaset ganeomp euz an dervez dudius-ze.

la, tud iaouank, it da zicour ho ladou do labourat ho farkeier goude beza bet o tifeu ar Frans reuzeudik. Dalc'hit ato avad cre d'ar feiz ; hag e so,ch euz an dervez-ma ma zoc'h deut da bardona d'hezi, Guerc'hez Kerdevod a vennigo ho parkeier, a lacai hoc'h ed da zarevi, ha dreist oll ho locai do zongen frouez a vuez evit an env, la, c'hui soodardet eus guelet ar gouel breton ha catolik-ma, ha kemeret perz enhan, bezit fidel d'ar feiz oc'h eus diskuezet enhan, ha guerc'hez Kerdevot ne aneounac'hai nag hoc'h ofrans nag carantez. Ha c'hwi oll christenien oc'h eus eus mesket hirio ho pedennou hag ho kanaouennou da vam Doue, o pet sonch pebez laouenedigez didrouz ha dudiuz a gaver o pidi Mari oll a eur vouez.

Ha c'hui pere a lenno an dra-ma, o clevet comz euz a feiz ho preudeur, creait ive ho feiz, ar feiz eun-ze euz ar vretoned, feiz an amzeriou coz.

Bezomp ato bretoned, fidel d'hor mam a zo en Env.

L.B.

[modifier] 3 Traduction française

Un pardonneur [2], qui a été à la chapelle de Kerdévot le 4 du mois, nous écrit comme suit :

LES PARDONNEURS [2] À KERDEVOT LE 4 MAI 1871

...

 

+
Marque de reconnaissance éternelle
à
N.-D de KERDEVOT
pour l'assistance
Qu'elle a daigné donner
A nos soldats, engagés,
Et mobilisés.
1871.

...

L.B.

[modifier] 4 Coupures de presse

[modifier] 5 Annotations

  1. « Feiz ha Breiz » est le premier journal hebdomadaire en langue bretonne, qui fut fondé par l'Evêque de Quimper et parut de 1865 à 1884, puis de 1899 à 1944, et enfin depuis 1945. De 1865 à 1874 la direction et rédaction furent assurées par l'excellent bretonnant Goulven Morvan, originaire de La Forest Landerneau. Feiz ha Breiz reparait après la guerre en 1945 sous le nouveau titre de « Kroaz Breiz, puis renommé en « Bleun-Brug ». [Ref.↑]
  2. Pardonneurs, pluriel : bretonnisme dérivé du pluriel breton Pardonerien pour nommer les personnes assistant à un pardon breton (forme de pèlerinage et une des manifestations les plus traditionnelles de la foi populaire en Bretagne). En français classique le pardonneur est normalement l'ecclésiastique de haut rang qui conduit la procession avec croix et bannières. Mais en langue populaire emprunte de breton, le mot au pluriel désigne l'ensemble des pèlerins assemblés sur le lieu du pardon, généralement une chapelle, dans une démarche pénitentielle et festive. À noter que le grand poète François Villon (1431-1463) utilisait aussi cette même expression dans son poème "Les Repeues franches" : « Venez-y tous, bons pardonneurs, Qui sçavez faire les honneurs, Aux villages, de bons pastez, Avecques ces gras curatez, Qui ayment bien vostre venue Pour avoir la franche repeue ». [Terme BR] [Lexique BR] [Ref.↑ 2,0 2,1 2,2]


Thème de l'article : Coupures de presse relatant l'histoire et la mémoire d'Ergué-Gabéric

Date de création : septembre 2012    Dernière modification : 25.08.2016    Avancement : Image:Bullorange.gif [Développé]